Evit en em stummañ war micherioù ar c’helenn en hentadoù divyezhek ez eus meur a hentoù, pep hini a zo stag ouzh ur rummad tud, evito da gavout ur stummadur tost ouzh ar pezh o deus ezhomm !
Barrek on war ar brezhoneg dija
M’az on barrek war ar brezhoneg, ret eo din memestra :
- Kaout ul live master (stummadurioù ispisial evit an hentadoù divyezhek a vez kavet)
- Tapout ar c’hoñkour (kenstrivadegoù ispisial a zo evit ar re o defe c’hoant kelenn en hentadoù divyezhek) hag ar ragakord.
NEVEZENTI 2020 :
Moien vo deoc'h heuliañ Master Micherioù ar c’helenn, an deskadurezh hag ar stummañ «kelenner ar skolioù divyezhek» kinniget gant an ISFEC e Brest, Roazhon ha Gwened
N’on ket barrek war ar brezhoneg c’hoazh
Hervez ma :
- N’on ket kelenner evit ar poent : ret eo din en em stummañ war ar yezh ha micherioù ar c’helenn
- Kelenner on dija : ret eo din en em stummañ war ar yezh
Video-brudañ : An DU « Métiers et Langue Bretonne » en UCOBS
Ar skoazelloù
Ar yalc’had «Skoazell» a vez roet gant Kuzul ar Rannvro d’ar re hag a zo o prientiñ ur Master war ar c’helenn divyezhek. 4000euro a vez roet evit ar bloavezh kentañ (Master1). Evit kaout ar yalc’had eo ret lakaat e anv er c’hoñkour ha reiñ kentelioù e-pad 5 bloavezh en un hentad divyezhek.
Ar skoazell «Desk/kelenn» a vez roet d’an danvez-gelennerien oc’h en em stummañ (a-raok bezañ kavet ur micher gant pe e-pad o buhez micherel) ha d’ar gelennerien oc’h heuliañ stajoù emvarrekañ war ar brezhoneg. Betek 3000 euro a vez roet dezho gant Kuzul ar Rannvro, kuzul departamant Penn-ar-Bed ha Kuzul Departamant ar Morbihan.
Ar ragakord : un diazez a-bouez
Pep hini en defe c’hoant mont da gelenner-ez er skolioù katolik a rank dezhañ/dezhi tapout ar ragakord
Tu zo deoc’h lakaat oc’h anv enlinenn amañ
Da gentañ : un emgav
An emgav a zo kaset gant renerien skol, fiziet e vez enno evit komz en anv an holl renerien e Bro Frañs.
An emgav a servij da c’houzout ma :
- Oc’h gouest da reiñ kentelioù er skol, skolaj pe lise
- Ez eus traoù boutin etre ar pezh a vez difennet er skolioù katolik hag ar raktres micherel
Ur wech tapet ar ragakord ganin
Ma vez roet din ar ragakord gant ar « Commission d’Accueil et d’Accord Collégial » (CAAC) e vo ret din :
- Tapout ar c’hoñkour
- Bezañ bet tapet notennoù vat war an erlec’hiadurioù am bo bet tro da ober
- Kemer perzh en ur stummadur war raktres ar gelennadurezh katolik
Ret eo deoc’h tapour ar ragakord evit reiñ kentelioù er skolioù katolik, ma vefec’h c’hwi titlet pe erlerc’hier