Mont da gelenner-ez en hentadoù divyezhek

Evit en em stummañ war micherioù ar c’helenn en hentadoù divyezhek ez eus meur a hentoù, pep hini a zo stag ouzh ur rummad tud, evito da gavout ur stummadur tost ouzh ar pezh o deus ezhomm !

 

 

Klikit war ar skeudenn evit gwelet anezhi a-dost

Barrek on war ar brezhoneg dija

M’az on barrek war ar brezhoneg, ret eo din memestra :

 

N’on ket barrek war ar brezhoneg c’hoazh

Hervez ma :

  • N’on ket kelenner evit ar poent : ret eo din en em stummañ war ar yezh ha micherioù ar c’helenn
  • Kelenner on dija : ret eo din en em stummañ war ar yezh

 

Video-brudañ : An DU « Métiers et Langue Bretonne » en UCOBS

Ar skoazelloù

 

Ar yalc’had «Skoazell» a vez roet gant Kuzul ar Rannvro d’ar re hag a zo o prientiñ ur Master war ar c’helenn divyezhek. 4000euro a vez roet evit ar bloavezh kentañ (Master1). Evit kaout ar yalc’had eo ret lakaat e anv er c’hoñkour ha reiñ kentelioù e-pad 5 bloavezh en un hentad divyezhek.

 

Ar skoazell «Desk/kelenn» a vez roet d’an danvez-gelennerien oc’h en em stummañ (a-raok bezañ kavet ur micher gant pe e-pad o buhez micherel) ha d’ar gelennerien oc’h heuliañ stajoù emvarrekañ war ar brezhoneg. Betek 3000 euro a vez roet dezho gant Kuzul ar Rannvro, kuzul departamant Penn-ar-Bed ha Kuzul Departamant ar Morbihan.

Ar ragakord : un diazez a-bouez

 

Pep hini en defe c’hoant mont da gelenner-ez er skolioù katolik a rank dezhañ/dezhi tapout ar ragakord

Tu zo deoc’h lakaat oc’h anv enlinenn amañ

Da gentañ : un emgav

An emgav a zo kaset gant renerien skol, fiziet e vez enno evit komz en anv an holl renerien e Bro Frañs.

An emgav a servij da c’houzout ma :

  • Oc’h gouest da reiñ kentelioù er skol, skolaj pe lise
  • Ez eus traoù boutin etre ar pezh a vez difennet er skolioù katolik hag ar raktres micherel

 

Ur wech tapet ar ragakord ganin 

Ma vez roet din ar ragakord gant ar « Commission d’Accueil et d’Accord Collégial » (CAAC) e vo ret din :

  • Tapout ar c’hoñkour
  • Bezañ bet tapet notennoù vat war an erlec’hiadurioù am bo bet tro da ober
  • Kemer perzh en ur stummadur war raktres ar gelennadurezh katolik

Ret eo deoc’h tapour ar ragakord evit reiñ kentelioù er skolioù katolik, ma vefec’h c’hwi titlet pe erlerc’hier