Troiad & Filmoù chakod / Tournée cinéma et concours de pocket films en breton

17/10/2023

Troiad & Filmoù chakod / Tournée cinéma et concours de pocket films en breton

Ober a reomp ni war-dro an abadennoù lec’h all. Gall a rit dont e darempred ganeomp.
M’ho peus c’hoant da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar filmoù, aozadur an abadennoù pe diwar-benn ar c’hevredigezhioù a vez o kenlabourat ganeomp, deuit e darempred ganeomp.

Michañs eo tremenet mat an distro-skol ha kemeret al lusk en-dro gant an holl.
Laouen omp da ginnig deoc'h kemer perzh en droiad sinema e brezhoneg evit ar skolioù.

Kavit amañ dindan fichennoù an 2 film a vo kinniget ganeomp er bloaz-mañ.

  • Avel er c'horz” (45 mn) adalek 3 bloaz
  • Pachamama” (1eurvezh10) adalek 7 vloaz hag evit ar skolajidi

Aozañ un abadenn :

Gant Daoulagad Breizh e vez kenurzhiet an droiad filmoù-bevaat e Breizh a-bezh. Kenlabouret e vez gant kevredigezhioù lec’hel (Emglevioù bro, Tier ar Vro, Tier an holl...) pa vez posubl. Gant Dizale e vez advouezhiet ar filmoù.

Skignet e vez ar filmoù er salioù sinema pe e kreizennoù sevenadurel dafar enno : luc’hvanner, urzhiataer, dafar son, skramm bras.

An droiad a vo dalc’het etre kreiz miz C'hwevrer ha kreiz miz Mezheven 2024.

Cheñchamant priz er bloaz-mañ 3€ dre vugel e vo fakturennet an abadenn.
Dibaoe 2003, pa oamp kroget gant an Droiad, e oa chomet ingal priz ar mont e-barzh. Kresk ar prizioù dre vras ha feurm ar salioù a lak ac'hanomp da greskiñ priz ar mont e-barzh er bloaz-mañ. Emichañs ne viro ket ouzoc'h da gemer perzh.

Posubl vo skignañ an 2 film diouzh ar mintin pe ar programm evit ar re vihan diouzh ar mintin, hag ar film evit ar re vras goude merenn. 


Dafar roet gant Daoulagad Breizh

  • Ur skritell eus ar film da bep klasad
  • Un teul evit skolaer ar c’hlas
  • Ur gartenn hiniennel evit pep arvester roet goude ar film a-benn derc’hel soñj


Ma oc’h dedennet evit kemer perzh e c’hellit larout deomp diouzhtu pegoulz e vefe mat deoc’h mont d’an abadennoù.

Kenlabourat a rimp, evel boaz, gant ar rouedad kevredigezhioù lec’hel. Kavit amañ dindan roll hor genlabourerien, ma fell deoc'h mont e darempred ganto war-eeun.

C’est avec plaisir que nous vous proposons de participer à la TROIAD, la tournée cinéma en breton pour les écoles.

Vous trouverez ci-dessous les fiches des films que nous proposons cette année. 

  • Avel er c'horz / Du vent dans les roseaux” (45 min) à partir de 3 ans
  • Pachamama” (1h10) à partir de 7 ans et pour les collégien.ne.s


L’organisation des séances

Daoulagad Breizh coordonne la tournée dans toute la Bretagne et travaille, chaque fois que cela est possible, en partenariat avec des associations relais (Emglev, Ti ar Vro, Ti an holl...). Dizale se charge du doublage des films en breton.

La diffusion se fait en priorité dans salles de cinéma et des centres culturels équipés en vidéo projecteurs, ordinateurs, grand écran et sono.

La tournée se déroulera de mi-février à mi juin 2024.

Changement de tarif cette année : nous facturerons les projections sur la base de 3€ par élève. Depuis les débuts de la tournée en 2003 nous sommes restés sur le même tarif. La hausse des coûts et notamment des locations de salles et de matériel nous oblige cette année à augmenter le tarif d'entrée Merci de votre compréhension. 

Deux options sont possibles :

- Projection des deux films le matin

- Projection du programme pour les petits le matin et du film pour les grands l’après-midi
 

Matériel fourni par Daoulagad Breizh

- Une affiche du film par classe

- Un dossier sur le film pour l'enseignant

- Une carte-souvenir pour le spectateur, donnée à l’issue de la projection

Vous pouvez d’ores et déjà nous faire part de vos disponibilités si vous souhaitez participer.
Vous trouverez ci-dessous la liste de nos partenaires relais, si vous souhaitez les contacter directement.
Daoulagad Breizh se chargera de l’organisation des projections dans les autres lieux. Vous pouvez nous contacter dès maintenant.

Si vous désirez plus d’information sur les films, l’organisation des projections, ou sur les associations relais avec lesquelles nous travaillons, n’hésitez pas à nous contacter.

3 courts métrages

Pachamama Un film d'animation de Juan Antin

Pour tout renseignements : contacter Elen Rubin
Daoulagad Breizh
02 98 92 97 23

Daoulagad Breizh <contact@daoulagad-breizh.org>
 

Hor genlabourerien evit an droiad / Nos partenaires de la tournée

En Aodoù-an-Arvor / En Côtes d’Armor : 

Ti ar vro Gwengamp / Pays de Guingamp
Ti ar vro Treger-Goueloù / Trégor - Goëlo
Telenn - Ti ar vro Sant-Brieg / Saint-Brieuc
Raok / Rostren

E Il-ha-Gwilen En Ille-et-Vilaine
Skeudenn Bro Roazhon / Pays de Rennes


El Liger-Atlantel / En Loire-Atlantique
Ajañs sevenadurel Morvan Lebesque / Nantes

Er Mor-bihan / En morbihan
Emglev Bro an Oriant / Pays de Lorient
Emglev Bro Gwened / Pays de Vannes

Ti ar vro Bro Pondi / Pays de Pontivy
Ti Douar Alre / Auray, Karnag
Raok / Gourin

 

E Penn-ar-Bed / En Finistère
Emglev Bro Douarnenez / Douarnenez ha Plozeved
Emglev Bro ar c'hab / Pont-Croix

KLT evit Bro Montroulez / Pays de Morlaix
Mediaoueg Plougerne / Médiathèque Plouguerneau
Raok ha Ti-kêr Karaez/Mairie de Carhaix
Sked / Brest, Plougastell-Daoulaz ha Lokournan
Ti ar vro Bro Leon / Lanniliz, Lesneven, Plabenneg, Gwitalmeze

Ti ar Vro Landerne-Daoulaz / Landerne, Sizhun ha Landivizio
Ti ar vro Kemper / Kemper ha Brieg

Ti ar vro Bro Kemperle / Pays de Quimperlé